A ZEHOU D'AR C'HOUNABR
- lizhiri ur bargeder -
Yann Varc'h Thorel
« Da Gunming ez ez ? eme daou all.
Eus Kunming omp ni ! Da belec'h ez i da lojañ ? »
Ne ouzon ket tamm c'hoazh : pa ziskennin eus an nijerez e krogin da glask.
Gant disfiz ha mantr e sellont ouzhin :
"Kemmoù bras zo bet e Sina ! Prim ez eo aet war-raok ! " (« Hemañ n'eo ket mat e benn : mont da Sina hep aozañ e veaj ! » a oa da gompren. Seven eo Sinaiz avat, dam da se ned int ket didro.)
Pedet oc'h amañ da lenn lizhiri an aozer d'e verc'hed p' emede gant ur veaj er c'hreisteiz da Sina, e dibenn ar c'hantved all, ur veaj e Sina wir, e Sina dec'hmeget, dre hec'h istor, hec'h ardremez, he sonerezh, hec'h arzoù, he yezh, he c'heginerezh, e ser tudennoù bras ha bugale vinik.
Livadennoù ha kaerskrivadennoù gant HE Yifu
108 enebennad
12 €