Stad zo ennomp o kemenn deoc'h ez eo deuet pevare levrenn hor c’hile Turiaw ar Menteg en dastumad Awen e gouloù. Un oberenn mil anavezet endeo pa oa bet embannet da gentañ e stumm ur c’haier Preder ha diwezhatoc’h en un niverenn dindan arnod eus ar rollenn An Iliz Kevollel e Breizh. Amañ avat en kavor e rezh ul levr, reizhet ha kresket abaoe 1991 c’hoazh.
E sigur da zerc’hel da amkan Turiaw da sevel ur sinaksarion evit an Iliz reizhvriek n’eus lakaet er Goueler-mañ ken sent Breizh ha Keltia a-raok disrog an ilizoù. Hag ouzhpennet daou sant, Rafael ha Nikolaz, a Vitilene hag a Desalonike, bet o-daou o chom e Montroulez er 15vet kd..
Taolit pled ez ehano An Treizhañ kerkent ha dibenn mezheven, dre ziouer a roeñverion. Ha koulskoude e vano c’hoazh peder pe bemp oberenn da glokaat Teñzor Turiaw. Pe da vare avat ? Trugarez da gement hini en deus va skoazellet da embann ar peder c’hentañ, Alan Monfort, pergen, evit homañ ziwezhañ hollvrudet : ar Goueler Kelt.
AR GOUELER KELT : 10 € dre chekenn e gourc'hemenn da AN TREIZHER