HUNVRE UN DEN LU
Fiodor Dostoievski
troet gant André Markowicz ha Yann Varc'h Thorel
« Un den lu zo ac'hanon. Bremañ e lavaront ez on foll. Uheloc'h e vije ma renk ma na 'm c'havjent ket bepred ken lu. Bremañ avat ne vrouezan mui, bremañ en o c'haran holl goude m'o devez fent ganin – aze eo pergen, marteze, o c'haran ar muiañ. »
F. Dostoievski (1821-1881), daonet d'ar marv e 1849, a voe bannet da vac'heg Omsk e Siberia, ma lennas ar Bibl ha ma androas d'ar gristeniezh. Plediñ a reas a-hed e oberenn gant dalc'h mab-den rannet etre gouezvout an droug hag an imbourc'h davet Doue, etre ar bred, diavaez, emouez ha kempoellek hag an danvred o klask ar rezid.
64 enebennad
golo gant Laurent Mordelet
8 €