AR PAOTRIG DILU TEOD-LEMM
Mani Leib
Skeudennoù (linoengraverezh) / Illustrations (linogravures) : El Lissitsky
Troidigezh/ traduction Batia Baum & Koulizh Kedez
Divyezhek brezhonek-yidek / Livre bilingue breton-yiddish
24 ld. / 24 p.
15 cm x 22 cm
8 €
Da gavout amañ / A retrouver ici : Livres des éditions an treizher (helloasso.com)
*
Ur paotrig her ha dilu o welout e gêriadenn drastet gant an noz fankek ha mailhek – ar strod – a ya da glask ar goañv da zegas ar skorn hag an erc’h gantañ. Ober a ra anaoudegezh gant ur marc’heg brokus, burzhudus ha madelezhus, an diouganer Eliahou, a zeroy e c’halloudoù dezhañ.
Hevelep levr embannet amañ gant an treizher zo un astenn d’an teir oberenn bet embannet kent, troet holl diwar ar yideg gant Koulizh Kedez ha Batia Baum (nevez aet da anaon), gant an embannadurioù An Diaoul Dieub en hor yezh : Itsc’hak Katzennelson, L. Shapiro, Peretz Markish.
*
Un joyeux gamin sans peur voit son village envahi par la boue de l’automne et part à la recherche de l’hiver qui l’assainira. Il rencontre en chemin un cavalier bienveillant et magicien qui se révélera n’être autre que le prophète Elie.
*
An aozer : Mani Leib Brahinsky (1883-1953), bet ganet e Nezhin (Oukraina) ha marvet e New York, a oa ur barzh a skrive e yideg.
Perzhek e voe e graoù dispac’hel en e oad krenn. Bet harpet div wech gant ar gêrreizh. D’e 22 vloaz e tivro d’ar Stadoù-Unanet hag e tiazez e New York. Embann barzhonegoù er gazetenn yidek The Jewish Daily Forward. Aozañ ar baread gweudourion Di Yunge.
Mani Leib a skrivas ivez evit ar vugale. Yingl Tsingl Khvat, kinniget ganimp amañ e brezhoneg, Ar Paotrig dilu Teod-Lemm, a voe skeudennaouet gant ar rakwardour rousat El Lissitsky. Kere e oa diouzh e vicher. Tizhet e voe gant an dorzhellegezh. Klañvdiet en ur yec’heti e-doug daou vloaz. Goude e varv e talc’had da embann e skridoù klok : Lider un Baladn (Kanennoù ha baladennoù) e 1955 ha Sonetn (Sonedoù) e 1961.
Ar skeudennour : Lazar Markovitch Lissitsky (1890-1941), lesanv El Lissitzky, bet ganet lez da Smolensk, a oa livour, ermegour, luc’hskeudennour hag adeiladour rakwardour rousat, e-ser Chagall da gentañ, holelour gant Malevitch war-lerc’h, savelour, ha sevel a reas e 1920 ar stalieroù UNOVIS hag ar Pro-un (Raklun evit haeriñ an Nevez), a-raok labourat er bloavezhioù 1930 ha 1940 evit ar greanterezh hag an daranverezh soviedat.
*
Cet ouvrage publié par an treizher fait suite aux trois auteurs déjà traduits du yiddish par Koulizh Kedez et Batia Baum et publiées par An Diaoul Dieub, à savoir : Ytzhak Katsenelson, L. Shapiro, Peretz Markish.