DAOUZEK
Aleksander Blok
troet gant André Markowicz ha Koulizh Kedez
Pa oa aet da anaon Aleksander Blok (1880-1921) – gwallskoadenn evit kevredigezh Rousia ar mare, hini ar Voutinelouriezh Vrezel – e skrivas Maiakovski :
« E-kerz devezhioù kentañ an dispac'h – soñj am eus – e tegouezhas ganin mont hebiou ur skeudenn, hini ur soudard kromm ha kastiz en em domme ouzh ur gaouad tan c'hwezhet e-kichen ar Genkiz C'hoañv. Galvet e voen gant unan bennak. Blok an hini eo e oa. Un nebeut kammedoù a ris en e ser. Outañ e c'houlennan : « Plijet ez oc'h ? » - « Brav-bras » eme vBlok ; hag eñ da lavaret ouzhpenn : « Devet eo bet ganto va levraoueg, em gwig. »
Ar 'brav-bras'-se hag an 'devet eo bet ganto va levraoueg' a oa daou verzhad diwar an dispac'h, ereet strizh en e varzhoneg Daouzek... »
« Selaouit ouzh sonerezh an dispac'h » e skrive Blok e miz Genver 1918, « astennit ho skouarn ! »
Daouzek kan a-zivout pobl Rousia er gorventenn, daouzek kan gwerinek, ha gouiziek, eeun ha birvidik – ar gwenn, an du ; an erc'h, an noz.
19 enebennad
6 €