/image%2F1569097%2F20250724%2Fob_504db7_mockup-kanaouenn-3.jpg)
Rummad : Gweud hir
Ment : 210 x 180 mm
176 enebennad
Priz : 17 €
ISBN : 978-2-913712-13-3
Levrioù an treizher - Livres des éditions an treizher
« Un dra digunvez e gouelec’h ar brezhoneg e vezo ar werz. Maget lusk ar ganaouenn gant ar c’haoze (prezeg hor c’havell - hini an hollvrezhoneg) ha gant hor c’henganezoù emdroet (re ar c’hrennvrezhoneg razas). » Koulizh Kedez
Arroudenn :
aet eo ar genganez aet an eolez gant tridi ar barr-korbell evel ma kas ar big ganti dor ar poell
[ar c’haezh arallekaet an hini eo a grenn e stuc’h e eskell d’an hirc’hareg dinask ar sklav a-vremañ an doñvaer avel]
war unan eus o zreid ne gorollo mui ar strobinellerezed unlagadek e sell da bilat ar c’hoskoriad da vat
war-c’horre an arc’houere a zispac’h e kaouded ar barzh
ouzh e vec’hiañ o c’horiñ ennañ erez ha melre ne frankaio barr
agripa oprater e alfo igromañs orogellour e alter aet an urisinour aet an hudsteredour e puñs an avel
a-dizh atizet gant o doan ne zizroy ket ken an anaon e rezh drevaned-lan e rezh garaned
da gala-goañv tram ardremez o hezoù kozh war-zu dihuz ha kennerzh
ar gouelvan hepken a van alberzh touellus garaned war dec’h tramek ur paouezvan
diskeudoù diskrelu lapoused euc’h arroudennoù hoc’h hambout ar skritur nemeti a zizoueter c’hoazh
ha c’hwi dic’hwiet ned oc’h ken skeud ur c’haran o tremen-distremen buan-ha-buan ouzh morenn an oabl
gant war ho tiweuz ur werzig o tevrez gwall fallik lez ranngalonus ar garaned
Haut de page